Degemer Perak al lec'hienn-mañ?
Perak al lec'hienn-mañ?

Beethoven, Mozart, Schubert: evel-just n'eo ket dianavez an anvioù-mañ d'an dud. Plijout a ra kalz ar sonerezh krouet ganto, sur ha n'eo ket marteze. Da skouer ar siñfonienn niv. 5 gant Beethoven, "Tamm muzik noz" gant Mozart pe andante brudet an eil triad gant Schubert, bet dilennet "stumm klasel muiañ karet" Radio Classique. Ne c'hall ket an dud nag o c'halonoù menel difrom gant pezhioù ar sonaozerien-mañ.


Jules-Achille Noël, Studienn aod Breizh, 1859, Mirdi arzhoù-kaer Kemper

Ravel, Debussy, Fauré: sonaozerien hag o deus merket sonerezh ar c'hwec'hkogn! Ar Bolero pe Daphnis ha Chloé gant Ravel, "rakc'hoari da endervezh ur faon" pe "Ar Mor" gant Debussy pe c'hoazh "Pavanenn" ha "Pelléas ha Mélisande" gant Fauré. Diouzhtu e vag an oberennoù-mañ ar santimantoù gwellañ d'an dud a blij ar sonerezh dezho.

Met ne zle ket anvioù-mañ kuzhat ar re hag o deus graet kalz evit sonerezh o bro.


Émile Bernard, Breizhiz, 1888, Mirdi arzhoù-kaer Kemper

Roparzh, Cras, Ladmirault... Peogwir e oa ivez e Breizh sonaozourien hag o deus krouet pezhioù ispisial awenet gant sonerezh ar vro. Gi Roparzh hag e bemp siñfonienn, an hini gentañ anezho diazezet war ur c'hantik eus Breizh a oa kizidik-kenañ. Gallout a reer lavaret en deus krouet ur gwir skol sonerezh Breizh rak en e oberennoù emañ spered Breizh daoust ma labouras e-pad bloavezhioù e Bro-Loren: "Pesketaer an Island" pe e opera "Ar Vro" a zo div skouer gaer. Jean Cras a oa kabiten er morlu bet ijinet gantañ ur reolenn bet roet dezhi e anv hag a zo-hi anavezet gant martoloded er bed a-bezh; ur sonaozer brudet a zo anezhañ ivez gant e "Deizlevr bourzh" ma teskriv ar c'hardoù-ged war vor. Skrivet e oa bet ivez bazhonegoù siñfoniek gant sonaozourien stag ouzh o bro. Da skouer, pezhioù gant anvioù hag a zegas soñj eus Breizh bet sonaozet gant Paul Ladmirault evel "Er c'hoad", "Valsenn drist" pe "Ar Briwer".

C'hoariet e vez muioc'h-mui oberennoù ar sonaozerien-mañ er bed a-bezh. Enrollet e vez ivez pladennoù gant lazioù-seniñ a live uhel (Laz-seniñ Breizh, Laz-seniñ siñfoniek Nancy, Laz-seniñ Luksembourg). Alies e oa ar sonaozerien-mañ izili eus bodad arzel ar Seizh Breur peogwir o doa c'hoant da verkañ o oberennoù gant spered Breizh.


Pierre Tal-Coat, Porzh Douelan, 1859, Mirdi arzhoù-kaer Kemper

Sevel a ra www.compositeursbretons.com renabl ar sonaozourien-se hag o oberennoù evit klask lakaat an dud-se eus fin an XIXvet ha hanterenn gentañ ar XXvet kantved da vezañ anavezet gwelloc'h. Er fin, gant liammoù a bep seurt, bommoù sonerezh hag un dibab pladennoù e c'hallo gweladennerien al lec'hienn-mañ mont war-raok gant anaouedegezh sonerezh klasel Breizh.

 
Keleier
brezhoneg / galleg
 

Embann a ra Timpani sonennoù evit lez-seniñ Jean Cras
20/04/2010 [lire la suite]

Sonadeg sonaozourien Breizh e Gwidel d'an 22 a viz Genver 2010
04/11/2009 [lenn]

2 bladenn nevez da zizoleiñ
04/11/2009 [lenn]

Mare 2009-2010 laz-seniñ Breizh ha laz-seniñ Naoned en-linenn
24/06/2009

À Paraître Jean Cras oeuvres de chambre pour violoncelle
07/08/2008 [lenn]

Conférence-concert sur le compositeur Jean Cras
19/05/2008 [lenn]

L'émission "Chantons sous la couette" sur France Musique consacre deux volets à la Bretagne
01/03/2008 [lenn]

[An holl keleier amañ]

 
© www.compositeursbretons.com pep gwir miret strizh, Mikael Bodlore-Penlaez 2008 - Skrivit dimp Steuñv al lec'hienn stumm galleg
Degemer Istor berr Sonaozerien Pladennoù Klaskit war al lec'hienn Selaouit! Liammoù