"Hollved eo Breizh"
 a skrive Saint-Pol Roux. Sonerezh Breizh ivez! Sonerezh a bep seurt a vez c'hoariet er vro. Evel-just eo brudet ar c'han-ha-diskan pe ar gwerzioù, ha piket e  vez kalon ar selaouerien atav ganto. N'o deus ket bet aon sonaozerien muzik klasel p'o deus klevet ar sonerezh hengounel. Kemeret o deus skouer warnañ diouzhtu evit krouiñ ur stil sonerezh ispisial, evel  m'emañ Breizh. Re zianavezet en o bro eo paotred an XIXvet hag an XXvet kantved. Koulskoude int brudet er bed a-bezh. Graet eo al lec'hienn-mañ evit dizoloiñ o buhez ha o oberennoù.


   
 
© www.compositeursbretons.com pep gwir miret strizh 2008 - Steuñv al lec'hienn stumm galleg
Degemer Istor berr Sonaozerien Pladennoù Klaskit war al lec'hienn Selaouit! Liammoù