Degemer An istor berr
An istor berr

N'eo ket dav adembann ez eo gwall binvidik Breizh evit a sell ouzh ar sevenadur. E-touez an tachennoù sevenadur emañ ar sonerezh, hag a-viskoazh o deus ar Vretoned diskouezet o barregezhioù war an dachenn-se. Pe e vefe sonerezh pobl, sonerezh iliz pe meskajoù arzel, an holl dachennoù a zo bet, hag a zo c'hoazh, implijet.

Evit a sell ouzh ar sonerezh hengounel, ar sonerien (anv ar re a son binioù ha bombard daou-ha-daou) a c'hall bezañ gwelet evel kannaded sonerezh Breizh. Ar c'han daou-ha-daou (anvet kan-ha-diskan) pe un den o kanañ gwerzioù e-unan a ziskouez pegen barrek e c'hall an dud bezañ a-fed implijout o mouezh. Ar re gentañ a gemer perzh er festoù-noz, padal ez eo ar gwerzioù  gwir istorioù kanet.


Charles Cottet-Le-Puy, Peskaetourien o tec'h an arneñv, 1903, Mirdi arzhoù-kaer Kemper

En Europa, e 1848, e teuas war wel ar broadoù goude "nevez-amzer ar pobloù" ha diskar an impalaerezh aostrian-hungarat. Adalek ar mare-se e klaskas ar sonaozourien sonerezh klasel krouiñ doareoù broadel diazezet war demoù hengounel. Krouidigezh strollad ar pemp (Borodin, Mousorgskiy, Rimskiy-Korsakov, Balakirev, Cui) e Rusia eo ar skouer splannañ. Eeun e oa o mennozh : aozañ sonerezh levezonet gant Rusia. Sonaozourien all en Europa a grouas goude-se sonerezh diazezet war an hengoun pobl :  Sibelius e Finland, Grieg e Norvejia, Dvorák ha Smetana e Bohemia pe Debussy e Bro-C'hall. Tamm-ha-tamm en em zistagjont diouzh ar sonerezh romantel, dre ma ne glote ket mui gant o amzer dezho, a-benn krouiñ doareoù broadel. Ravel diouzh e du, a zegemeras levezon e vro c'henidik (Euskadi) en ur heuliañ ar pezh a veze graet gant sonerien all ar C'hwec'hkorn. Canteloube, hag eñ a orin eus bro Arvern, a implijas kalz hengoun ar c'han okitan.

Ha Breizh, neuze? Gant he hengoun sonerezh dibar he deus levezonet he mibien. Hiziv an deiz ez eo brudet o anvioù. Ar sonaozour breton meur kentañ eo Gi Roparzh (bet ganet e Gwengamp e 1864), hag eñ krouer ur "skol vreton". Skrivagner, barzh ha sonaozour e oa, ha buan eo bet levezonet e sonerezh gant e vro. E-keit ma oa e penn skol sonerezh Nancy e vouetaas e oberennoù gant dañsoù hag ene Breizh. Kemend-se a glever splann en e opera "Ar Vro". "Pesketaerien Island" pe c'hoazh "Chase ar priñs Arzhur" a zo diazezet war gwirvoud Breizh kement ha war an ijin keltiek.


Yan d'Argent, Kannerezed an noz, 1861, Mirdi arzhoù-kaer Kemper

Ar sonaozourien a zeuas war e lerc'h a implijo ivez danvez Breizh. Lod anezho a zastumas kanaouennoù hengounel evel Bourgault-Ducoudray (kaget e oa bet eus an dra-se gant ar Maodiern) pe Duhamel. Buan e komprenas ar re-se pegen kenedus ha dibar eo ar c'hanaouennoù-se.

En he levr "Dictionnaire des compositeurs de musique en Bretagne", he deus Vefa de Bellaing dastumet anvioù ouzhpenn 200 sonaozour liammet gant Breizh, pe dre o orin pe dre o c'harantez evit ar vro. An holl anezho n'o deus ket graet berzh, met pep hini en e zoare en deus en deus degaset e lod evit ma tispakfe ur stil breton. Ul lodenn vihan anezho a gver war al lec'hienn-mañ, gant ar pal lakaat dizoloiñ ar re vrudetañ anezho.

Liammoù a oa etre al lod brasañ anezho. U lodenn anezho a gemeras perzh er Seiz(h) Breur, hag evel-se o deus gellet reiñ un identelezh sonerezh dibar da sonerezh Breizh o amzer. En o zouez e voe Paul Ladmirault, Paol ar Flemm, Georges Arnoux pe Jef ar Penven, ar pevar anezho o vezañ bet izili Unvaniezh ar Seiz(h) Breur. Re vrudetañ ar mare-se en em gave e bodad sonerezh Skol-Uhel Kelt Breizh. Ouzhpenn a re-se e oa ivez Ropartz, Guillou, Piriou pe Langleiz (Langlais). Ur gevredigezh all, enni sonaozourien all, a voe krouet e 1912 gant ar Flemm (Le Flem), hag a voe anvet Kevredigezh Sonaozourien Vreizh. Re all evel Vuillemin, Duhamel pe c'hoazh Rhené-Baton a gemeras perzh en emsav-se ivez.

"Skol sonerezh Breizh" pe get, neuze ? A-drugarez da eskemmoù etre sonaozourien vreton dibenn an 19vet kantved ha re lodenn gentañ an 20vet kantved ez eus bet krouet ur stil breton dibar. Hiziv an deiz e c'haller embann ez eus bet krouet, d'ar mare-se, ur skol sonerezh klasel breton. N'he deus ket graet kement a verzh ha Strollad ar pemp avat. Met dav eo lavarout o deus profitet ar sonaozourien evit krouiñ liammoù kenetrezo. Staj e oa al liammoù-se ouzh o c'hoant da embann o bro dre o oberennoù.


Alfred Guillou, Pardon Santez-Anna eus Fouenant da Gonk-Kerne, 1889,Mirdi an arzhoù-kaer Kemper

Ar stil a zo bet krouet dre an "Nedelegoù breton" (implijet gant Jean Langleiz evit e oberennoù) hag ivez dre demoù a denn d'ar relijion, d'an istor, d'a mojennoù pe c'hoazh dre ar sonerezh hengounel hag a awenas sonaozourien all. Brekilien, Marzhin, ar c'hantikoù, ar mor. Kement tra a denn da bersonelezh Breizh a zeuas da vezañ ur vammenn a awen. Jean Cras, da skouer, a zo barrek-tre pa venn aroueziñ ar mor, evel ma klever e "Deizlevr bourzh", e oberenn vrudetañ. Skouerioù all a zo ivez, evel tonioù Rhené-Baton savet evit bezañ sonet gant ur piano ("E Breizh", "E pardon Remengol", "Dañsoù Gouel-Yann eus Treger") pe an tonioù savet evit bezañ kanet pe sonet gant ul laz-seniñ, evel "Les Fileuses de Bretagne" et "Sul e Breizh" savet gant Ropartz.

Kement sonaouzour a gaver war al lec'hienn-mañ en deus implijet danvez e vro evit kaerraat e oberennoù.

 
Keleier
brezhoneg / galleg
 

Embann a ra Timpani sonennoù evit lez-seniñ Jean Cras
20/04/2010 [lire la suite]

Sonadeg sonaozourien Breizh e Gwidel d'an 22 a viz Genver 2010
04/11/2009 [lenn]

2 bladenn nevez da zizoleiñ
04/11/2009 [lenn]

Mare 2009-2010 laz-seniñ Breizh ha laz-seniñ Naoned en-linenn
24/06/2009

À Paraître Jean Cras oeuvres de chambre pour violoncelle
07/08/2008 [lenn]

Conférence-concert sur le compositeur Jean Cras
19/05/2008 [lenn]

L'émission "Chantons sous la couette" sur France Musique consacre deux volets à la Bretagne
01/03/2008 [lenn]

[An holl keleier amañ]

 
© www.compositeursbretons.com pep gwir miret strizh, Mikael Bodlore-Penlaez 2008 - Skrivit dimp Steuñv al lec'hienn stumm galleg
Degemer Istor berr Sonaozerien Pladennoù Klaskit war al lec'hienn Selaouit! Liammoù