Degemer Sonaozerien Louis-Albert Bourgault-Ducoudray
Sonaozerien

 Louis-Albert Bourgault-Ducoudray  

Deiziad ha lec'h ganedigezh:
02/02/1840 e Naoned
Breizh (Liger-Atlantel)
Deiziad ha lec'h marv:
14/07/1910 e Vernouillet
Bro-C'hall

E vuhez

Ganet eo bet Louis-Albert Bourgault-Ducoudray d'an 2 a viz C'hwevrer 1840 e Naoned. Savet eo bet en ur familh armatourien. Penn-klaviaz ha sonaozer e vo e-pad e vuhez. Heuliet e oa bet gantań studioł war ar gwir da gentań. Goude-se e oa bet c'hoant gantań da vont da Skol sonerezh Naoned. Gounezet e oa bet Priz Roma gantań e 1862 ha dont a reas da vezań kelenner e Skol sonerezh Pariz. Pledal a ra kenań gant sonerezh hengounel Breizh. Graet en doa ul labour a-feson evit brudań anezhań, awenet e oa bet gantań evit e oberennoł met brudań a reas anezhań ivez war-eeun. E-pad e vuhez vicherel e klaskas digeriń bed ar sonerezhioł hengounel a bep seurt d'an holl. Evit se oa graet beajoł studi gantań e pep lec'h (e Gres dreist-holl). Plijout a rae kalz sonerezh Rusia eus e vare dezhań. Plijout a rae dezhań kement sonerezh Breizh ha reoł ar broioł pellań. Daou eus e operaoł a zo ur skouer vat eus kement-se. Lec'hiet eo an hini kentań, Tamara da anv dezhań, e Baki en Azerbaidjan hag an eil, Myrdhin, skrivet 15 vloaz diwerzhatoc'h, e Breizh. Skrivań a rae e-barzh 'n ur bern kazetennoł a bep seurt pa oa ezel eus Kevredigezh Vreizh e 1876. Marvet eo Louis-Albert Bourgault-Ducoudray e Vernouillet (Bro-C'hall) d'ar 14 a viz Gouere 1910.


Jules Breton, Ą la fontaine, 1892, Musée des Beaux-Arts de Quimper

Stil e sonerezh

Er penn kentań, ha goude bezań dizoloet Italia hag he sonaozourien eus an azginivelezh, ez eo awenet ganto hag e sav daou Stabat Mater, an eil anezho a zo dediet da bPalestrina. Anvioł e oberennoł a zegas da sońj eus beajoł 'zo: "Karnaval Aten", "Dańs Egipt" pe "Rapsodienn Kambodjia". Niverusoc'h eo e bezhioł piano. Ar memes awenoł a gaver enno, tapet e Gres, Azerbaidjan pe e Breizh. Awen Breizh eo an hini greńvań. Kefridiet eo gant ar Ministrerezh da zastum tonioł pobl e Breizh, ha pa ne oar ket brezhoneg e c'houlenn skoazell digant gwellań yezhourien e amzer (Vallée, Loth). E oberennoł pennań liammet gant Breizh a zo, end-eeun, "Myrdhin" (Marzhin) hag "Anna Vreizh", homań diwezhań 'zo gouestlet da Michel Columb, kizellour an duged.

Oberoù pennañ

Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù
Enrollet war CD Dańs Ejipt, barzhoneg sińfoniek 
Enrollet war CD Karnaval Aten, barzhoneg sińfoniek 
Enrollet war CD Interamant Ofelia, barzhoneg sińfoniek 
Enrollet war CD Mab Saul, barzhoneg sińfoniek 
Enrollet war CD Rapsodienn Kambodj, barzhoneg sińfoniek 
Enrollet war CD Sińfonienn 1861
Enrollet war CD Sińfonienn relijiel gant kor 1868

Oberoù sonerezh kambr
Enrollet war CD Peder sonenn evit violońs ha piano 
Enrollet war CD Luskellerezioł evit violońs 
Enrollet war CD Faltazienn evit bason ha piano 
Enrollet war CD Peder sonenn evit violońs 
Enrollet war CD Abergafenni 
Enrollet war CD Sonennoł, evit piano ha gaolviolońs 
Enrollet war CD Ofertouer evit orglez 
Enrollet war CD Dindan an haleg, evit piano ha violońs 
Enrollet war CD Teir sonenn, evit piano ha gaolviolońs 
Enrollet war CD Peder sonenn evit violońs 
Enrollet war CD Anisykhia, evit piano ha violońs 1881
Enrollet war CD War al lec'hier, evit piano ha violońs 1881
Enrollet war CD Adagio evit orglez 1884
Enrollet war CD Obidoł ur werc'hez 1889
Enrollet war CD Rapsodienn Kambodj 1890
Enrollet war CD Tri fezh evit violońs pe gaolviolońs ha piano 1890
Enrollet war CD Kimiad diwezhań, evit piano ha gaolviolońs 1900
Enrollet war CD Valsenn fentus, evit piano ha gaolviolońs 1910
Enrollet war CD Ar vźsaerez d'ar c'hraou, evit oboell arvoud ha piano 1913
Enrollet war CD Ar vźsaerien hag ar c'haou, evit piano ha violońs 1913

Oberoù piano ha kanaouennoù
Enrollet war CD Boureenn 
Enrollet war CD Baleomp d'an drip 
Enrollet war CD Ar Gwenrannadez 
Enrollet war CD War ar ramparzh 
Enrollet war CD Ar voustikenn 
Enrollet war CD Rapsodienn Kambodj 
Enrollet war CD Kan-brezel breizhek 
Enrollet war CD Menued evit piano 1872
Enrollet war CD Gavotennoł 1872 & 1882
Enrollet war CD Karnaval Aten 1881
Enrollet war CD Kounioł eus Prades 1890
Enrollet war CD Brastresoł sińfoniek evit piano 1890
Enrollet war CD Pachepi evit piano 1896
Enrollet war CD An hini Vuiań, valsenn evit dańsal 1898
Enrollet war CD Abergafenni 1900
Enrollet war CD Tri fezh evit piano 1900
Enrollet war CD Ton dańs en ur pleusk kozh 1900
Enrollet war CD Jabadao evit piano 1901
Enrollet war CD Sonenn eeun evit piano 1905
Enrollet war CD Mogedennoł 1905
Enrollet war CD Luskellerez tener 1905
Enrollet war CD Da Sant Huberzh 1907
Enrollet war CD Damskeudennoł diouzh an natur 1907
Enrollet war CD Daouzek pezh bugel evit piano 1907
Enrollet war CD Gavotennoł Breizh 1912
Enrollet war CD Dańs Ejipt 1929

Oberoù mouezh ha relejiel
Enrollet war CD Stabat Mater 
Enrollet war CD Tamara, opera 1890
Enrollet war CD Myrdhin, opera 1905

Liammoù

Bourgault-Ducoudray, Louis-Albert (Resonances Bretagne) 
Bourgault-Ducoudray, Louis-Albert (Wikipedia galleg) 

Pladennoù

Rhapsodie cambodgienne

Levrioù

Louis-Albert Bourgault-Ducoudray et la Bretagne : du collectage ą la composition
Daniel Leloup & Marie-Noėlle Masson
Musique en Bretagne : images et pratiques, Presses Universitaires de Rennes 2003 
 
Keleier
brezhoneg / galleg
 

Embann a ra Timpani sonennoù evit lez-seniñ Jean Cras
20/04/2010 [lire la suite]

Sonadeg sonaozourien Breizh e Gwidel d'an 22 a viz Genver 2010
04/11/2009 [lenn]

2 bladenn nevez da zizoleiñ
04/11/2009 [lenn]

Mare 2009-2010 laz-seniñ Breizh ha laz-seniñ Naoned en-linenn
24/06/2009

À Paraître Jean Cras oeuvres de chambre pour violoncelle
07/08/2008 [lenn]

Conférence-concert sur le compositeur Jean Cras
19/05/2008 [lenn]

L'émission "Chantons sous la couette" sur France Musique consacre deux volets à la Bretagne
01/03/2008 [lenn]

[An holl keleier amañ]

 
© www.compositeursbretons.com pep gwir miret strizh, Mikael Bodlore-Penlaez 2008 - Skrivit dimp Steuñv al lec'hienn stumm galleg
Degemer Istor berr Sonaozerien Pladennoù Klaskit war al lec'hienn Selaouit! Liammoù