Degemer Sonaozerien Jean Langlais
Sonaozerien

 Jean Langlais  

Deiziad ha lec'h ganedigezh:
15/02/1907 e Ar Fantanig
Breizh (Il-ha-Gwilen)
Deiziad ha lec'h marv:
08/03/1991 e Pariz
Bro-C'hall

E vuhez

Ganet eo bet Jean Langlais er Fantanig en Il-ha-Gwilen d'ar 15 a viz C'hwevrer 1907. D'an oad a 2 vloaz e oa aet dall. Studiañ a ra neuze e Skol ar Yaouankizoù Dall (Institut des Jeunes Aveugles) e Pariz, el lec'h ma tesk seniñ ar piano, ar violoñs hag an orglez. Eno e kelennas diwezhatoc'h. Brudet eo bet evit bezañ un orglezour eus an dibab, unan eus orglezourien bennañ ar XXvet kantved. Brudet bras eo e vistri ivez (Charles Tournemire hag Olivier Messiaen). Heuliañ a ra kentelioù sonaozañ e klas Paul Dukas. Skrivet en deus Jean Langlais kalz a oberoù, dreist-holl pezhioù evit an orglez ha sonerezh-iliz ivez. Bleinet eo e oberenn gant ur feiz kristen kreñv. Trizek oferenn, motedoù ha kanadennoù a zo bet savet gantañ da skouer. Sonaozet ez eus bet gantañ ivez un oberennoù sonerezh foran bennak evit benvegoù pe mouezh. Marvet eo e Pariz d'an 8 a viz Mae 1991.


Émile Renouf, La Veuve de l'île de Sein, 1880, Musée des Beaux-Arts de Quimper

Stil e sonerezh

Stag eo doare sonaozañ Jean Langlais ouzh sonerezh al liderezh. Ne lez ket e vro orin a-gostez avat. Meur a bezh a ra dave da Vreizh. Liv sonerezh Breizh a gaver alies gant e bezhioù, awenet gant mojennoù ar Gelted hag ar c'hantikoù. Sonaozañ a ra kanaouennoù pobl eus Breizh-Uhel (ganet eo bet e-kichen Roazhon). Kavout a reer danvez Breizh en e oberoù evel "Kêr Iz", "Gwerz Pontkalleg", "Nouel breton"... E-skoaz e oberenn relijiel e sav meur a bezh evit lazoù-seniñ pe lazoù-kambr. Pezhioù 'zo hag a zo bet savet gantañ a vez kavet diaes da gentañ gant ar re n'int ket gwall arroutet war ar sonerezh, met klasket en deus bet Jean Langlais chom eeun gant sonerezh aes a-walc'h en ur ober ivez gant doareoù nevez dre ober gant doareoù klotadañ ha luskañ nevez.

Oberoù pennañ

Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù
Enrollet war CD Esae war aviel an Nedeleg 1934
Enrollet war CD Meulgan ar grasoù 1934
Enrollet war CD Mouezh an avel 1934
Enrollet war CD Pezh en un doare frank evit kerdinaz hag orglez 1935
Enrollet war CD Heuliad gengerzek evit gaolviolin ha laz-seniñ 1936
Enrollet war CD Heuliad evit piano ha laz-seniñ 1936
Enrollet war CD Dodenn, argemm ha diwezhenn evit c'hwerzhaz, kerdin hag orglez 1937
Enrollet war CD Heuliad Breizh evit kerdinaz 1938
Enrollet war CD Kengerz evit orglez ha kerdinaz 1938-46
Enrollet war CD Tri c'horoll evit c'hwezhaz, diskelloù, piano ha tam-tam 1944
Enrollet war CD Kengerz evit orglez ha klavisim 1948-49
Enrollet war CD Kengerz "Ersav" evit orglez, kerdinaz ha taranelloù 1970-71
Enrollet war CD Damgounaennoù 1980

Oberoù sonerezh kambr
Enrollet war CD Ur bern oberoù evit orglez 
Enrollet war CD Linenn evit gaolvioloñs 1897
Enrollet war CD Heuliad berr evit fleüt, violoñs, arvoud 1935
Enrollet war CD Daou bezh evit fleüt ha piano 1942
Enrollet war CD Heuliad kengerzek evit violoñs ha gaolvioloñs 1943
Enrollet war CD Daou bezh evit violoñs 1951
Enrollet war CD Soniri (Intrada) evit c'hwezhaz 1961
Enrollet war CD Koral ar grennamzer evit c'hwezhaz 1961
Enrollet war CD Marvnad evit degad evit koadelloù ha kerdin 1965
Enrollet war CD Rapsodienn verr evit fleüt ha piano 1983
Enrollet war CD Gwerenn-vestr evit klerinell ha piano 1987

Oberoù piano ha kanaouennoù
Enrollet war CD Heuliad Breizh, evit daouad-piano (pevar dorn) 1934
Enrollet war CD Adagio 1935
Enrollet war CD Nouel breizhek 1936
Enrollet war CD Heuliad an Arvorig 1938
Enrollet war CD Emlusk diarsav 1985-86
Enrollet war CD Heuliadig 1987

Oberoù mouezh ha relejiel
Enrollet war CD Salmoù 
Enrollet war CD Kêr-Iz evit soprano ha piano 
Enrollet war CD Pezhioù-mouezh relijiel niverus 
Enrollet war CD Pemp moted evit div vouezh vaouez hag orglez 1932-1942
Enrollet war CD Tri moted evit mouezh, laz-seniñ ha kleier 1943
Enrollet war CD E-harz ar c'halvar evit soprano ha piano 1947
Enrollet war CD Kêr-Iz evit 4 mouezh kemmesk a cappella 1947
Enrollet war CD Oferenn lid 1949
Enrollet war CD Oferenn en un doare kozh 1952
Enrollet war CD Arvor evit mezzo-soprano ha piano 1952
Enrollet war CD Missa In Simplicitatee 1952
Enrollet war CD Teir c'hanaouenn-bobl eus Breizh evit 4 mouezh vaouez a cappella 1954
Enrollet war CD Oferenn "Grant Us Thy Peace" 1954
Enrollet war CD Missa "Salve Regina" 1955
Enrollet war CD Ar Basion evit 8 soloer, kor, laz-seniñ ha dezreveller 1957
Enrollet war CD Missa Misericordiae Domini 1958
Enrollet war CD Moted evit ur mare pinijenn evit 4 mouezh a cappella 1960
Enrollet war CD Nav c'hanaouenn folklorel 1960
Enrollet war CD Div ganaouenn-bobl eus Breizh-Uhel evit kor kemmesk gant 4 pe 6 mouezh a cappella 1961
Enrollet war CD Missa "Dona Nobis Pacem" 1962
Enrollet war CD Oferenn "God Have Mercy" 1964
Enrollet war CD Oferenn "Doue, ho pet truez ouzhimp" 1965
Enrollet war CD Oferenn "On Earth Peace" 1965
Enrollet war CD Oferenn verr "Levenez war an douar" 1965
Enrollet war CD Oferenn "Orbis Factor" 1969

Liammoù

Langlais, Jean (Kevredigezh mignoned Jean Langlais) 
Langlais, Jean (Lec'hienn all) 
Langlais, Jean (Musica et Memoria) 
Langlais, Jean (Resonances Bretagne) 
Langlais, Jean (Wikipedia galleg) 

Pladennoù

Chamber Works
Esquisses Romanes et Gothiques
Last Improvisations
Messe Solennelle & Missa in simplicitate
Missa in Simplicitate
Missa Salve Regina / Messe Solennelle
Organ Works
Sacred Choral Works Vol. 2
Suite Francaise
Suite Médiévale
Suites pour Grand Orgue
Symphonie en trois mouvements
Works for Organ

Levrioù

--

  
 
Keleier
brezhoneg / galleg
 

Embann a ra Timpani sonennoù evit lez-seniñ Jean Cras
20/04/2010 [lire la suite]

Sonadeg sonaozourien Breizh e Gwidel d'an 22 a viz Genver 2010
04/11/2009 [lenn]

2 bladenn nevez da zizoleiñ
04/11/2009 [lenn]

Mare 2009-2010 laz-seniñ Breizh ha laz-seniñ Naoned en-linenn
24/06/2009

À Paraître Jean Cras oeuvres de chambre pour violoncelle
07/08/2008 [lenn]

Conférence-concert sur le compositeur Jean Cras
19/05/2008 [lenn]

L'émission "Chantons sous la couette" sur France Musique consacre deux volets à la Bretagne
01/03/2008 [lenn]

[An holl keleier amañ]

 
© www.compositeursbretons.com pep gwir miret strizh, Mikael Bodlore-Penlaez 2008 - Skrivit dimp Steuñv al lec'hienn stumm galleg
Degemer Istor berr Sonaozerien Pladennoù Klaskit war al lec'hienn Selaouit! Liammoù