 Maurice Duhamel Morvan Duhamel
Deiziad ha lec'h ganedigezh:
23/02/1884 e Roazhon
Breizh (Il-ha-Gwilen)
Deiziad ha lec'h marv:
19/02/1940 e Roazhon
Breizh (Il-ha-Gwilen)
E vuhez
Maurice (pe Morvan) Duhamel, pe Maurice Bourgeaux eus e anv gwir, zo ur sonaozour eus Breizh, bet ganet d'an 23 a viz C'hwevrer 1884 e Roazhon. Ur gwall soner a oa anezhañ hag abred e krog da glotadañ kanaouennoù Breizh. Abred e teu da vezañ un emsaver ivez hag emezeliñ a reas e 1912 ouzh Kevredigezh Broadel Breizh gant Émile Masson pe Frañsez Vallée da skouer. Goulenn a reas bezañ disoudardet peogwir e oa a-enep an arme. Kemeret en deus perzh ivez en Afer Dreyfus, a-du gant Dreyfus e oa peogwir ne blije ket dezhañ an doare divalav ma veze graet dezhañ. Krouiñ a reas Stollad Emrenerien Breizh ha diouzh tu ar rummad "kleiz ha kevredadel" ar strollad-mañ e oa. Reiñ a reas e zilez eus ar Strollad broadelour pa duas re grenn ha start ar strollad-se bep ma tostaed d'an Eil brezel-bed. Dont a ra d’en em dommañ ouzh studi Istor Breizh da heul e obererezhioù all. Embannet e oa bet ul levrenn gentañ war Istor pobl Breizh gantañ, met n'hallas ket echuiñ an eil levrenn.
Met brudet eo Maurice Duhamel dreist-holl evit ar sonerezh bet savet gantañ. Ur c'henelgerzoniour (etnomuzikologour) bras eus ar XXvet kantved e oa. Kaset en deus e enklaskoù e Breizh evel-just met er c'hwec'hkorn ivez. Dedennet e oa bet evel Paol ar Flemm gant ar radio hag a oa un doare nevez da skignañ sonerezh. A-drugarez d'e zarempred gant Louis Tiercelin eo en deus skrivet sonerezh dreist-holl. Barrek e oa war ar sevel kerzennoù. Evit se e kemer skouer war sonerezh hengounel Breizh. Marvet eo Maurice Duhamel e Roazhon d'an 19 a viz C'hwevrer 1940.

Thomas-Alexander Harrison, Marine, 1893, Musée des Beaux-Arts de Quimper |
Stil e sonerezh
Sonaozañ en deus graet Morvan Duhamel dreist-holl evit ar piano hag ar vouezh. Raloc’h eo e oberennoù evit al lazoù-seniñ. Awenet eo e arz gant Breizh, n'eus ken 'met gwelet anvioù e draoù: "esmaeoù eus Breizh", "Raklinennadurioù breizhek". Unan eus izili diazezerien Kevredigezh sonaozourien Breizh e oa ivez. Evel Bourgault-Ducoutray pe an Uhel ez a da zastum kanaouennoù pobl. Bras eo e embannadurioù war an danvez-se hag istim o deus gwellañ skrivagnerien ha yezhourien e amzer en e geñver, Anatol ar Braz pe Jozeb Loth da skouer.
Oberoù pennañ
 |
Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù |
 |
Tri fezhig eus ar sav-heol 1924 |
 |
An dreisoni, Galoupadenn, Emgann, Gourfenn, pevar darvoud 1927 |
 |
Grazioso, Amoroso, Doloroso, Agitato, pevar darvoud 1927 |
 |
Dindan ur pondalez e Murcia 1929 |
 |
Oberoù sonerezh kambr |
 |
Sonioù an Dous, Canevon y briodferch, Kanaouennoù an danvez pried evit gaolvioloñs ha piano 1911 |
 |
Oberoù piano ha kanaouennoù |
 |
Damskeudennoù breizhek 1915 |
 |
Oberoù mouezh ha relejiel |
 |
Kendoniañ pezhioù sonaozourien romantel |
 |
Klotadurioù kanaouennoù-pobl |
 |
Gallout a ra ar galon cheñch, opera-comique 1908 |
 |
Gwerzioù ha Sonioù Breizh Izel 1913 |
 |
Kanennoù-pobl a Vro Wened 1930 |
Liammoù
Pladennoù
Levrioù
 |
--
|
|