Degemer Sonaozerien Louis Vuillemin
Sonaozerien

 Louis Vuillemin  

Deiziad ha lec'h ganedigezh:
19/12/1879 e Naoned
Breizh (Liger-Atlantel)
Deiziad ha lec'h marv:
02/04/1929 e Pariz
Bro-C'hall

E vuhez

Ganet eo bet Louis Vuillemin e Naoned d'an 19 a viz Kerzu 1879. N'eo ket anavezet kaer e anv. Ur mab-bihan eo da grouer stal-labour piano Didion. Heuliañ a ra kentelioù e Skol-sonerezh Pariz eus 1899 da 1904. Lakaat a ra sonerezh war ur bern barzhonegoù savet gant skrivagnerien eus e vare (Lecomte de Lisle, Fauchois…). Penn-klaviaz C'hoariva an Arzoù e oa. Ret eo dezhañ mont d'ober brezel e-pad Brezel ar Bed kentañ. Ur barner sonerezh ampart e oa hag anavezout a rae mat bed sonerezh e vare. Evel Paol ar Flemm e tenne spled eus ar radio evit skignañ oberennoù sonerezh gall penn-kentañ ar c'hantved. Plijout a rae dezhañ kalz sonerezh Debussy pe Ravel da skouer. Mont a ra Louis Vuillemin d'an anaon e Pariz d'an 2 a viz Ebrel 1929.


Maxime Maufra, Vue du port de Pont-Aven, 1890, Musée des Beaux-Arts de Quimper

Stil e sonerezh

Graet e vez sonerezh plijadurezhek eus e vuzik, ar pezh a drec'h gouenn gant sammadoù klaviaz "stambouc'hus" dibenn an XIXvet kantved. Ur c'herzennour ampart a oa anezhañ ha plijout a rae ar lazioù-seniñ bihan kenañdezhañ . Breizh a zo awen evitañ evel evit meur a sonaozour all eus ar vro. "En Kerneo", unan eus e oberennoù bras, a zo ur skouer espar eus an dra-se. Mesket e vez ar stummoù gant harp ur sonerezh soutil. Klevet a reer ar binioù kozh ha bras e-mesk binvioù klaseloc'h a-galz, ar c'hoadelloù dreist pep tra. Ober a ra Louis Vuillemin evel m'en doa graet Gi Roparzh evit dañsoù "Pesketaer an Island", da lavaret eo ober gant dastalmoù triel evit degas soñj eus Breizh en un doare soutil. Unan eus saverien Kevredigezh Sonaozourien Breizh e 1912 e oa koulz ha Maurice Duhamel, Paul Ladmirault ha Gi Roparzh.

Oberoù pennañ

Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù
Enrollet war CD Dañs Sylla, heuliad evit klaviaz 1913
Enrollet war CD Pevar dañs 1924
Enrollet war CD Dibunadeg an atleted 1924
Enrollet war CD Aobadenn 1925
Enrollet war CD E Kernev 1925
Enrollet war CD Gourfennadenn 1928
Enrollet war CD Ar besketaerien o riboulat 1931

Oberoù sonerezh kambr
Enrollet war CD Daou pezh evit gaolvioloñs 1900
Enrollet war CD Evit diverrañ! 1908
Enrollet war CD Teir gwrac'henn aes 1908
Enrollet war CD E Kernev 1922

Oberoù piano ha kanaouennoù
Enrollet war CD Nozioù an Arvorig 1913-1918
Enrollet war CD Peder valsenn skañv 1921
Enrollet war CD Dañs-mêsaer 1922
Enrollet war CD Tri rakkerz 1948

Oberoù mouezh ha relejiel
Enrollet war CD Tenergan 1898
Enrollet war CD Kimiad dit bugulez 1900
Enrollet war CD Rondel war ur sonourez fleüt 1904
Enrollet war CD Kanaouenn faezh evit mouezh ha laz-seniñ 1904
Enrollet war CD Huñvreoù 1909
Enrollet war CD Ar re vihanik evit mouezh ha laz-seniñ 1909
Enrollet war CD An hent 1910
Enrollet war CD Peuznoz 1912
Enrollet war CD E-pad ar c'hortozadenn 1912
Enrollet war CD Rondeloù melkonius 1913

Liammoù

Vuillemin, Louis (Resonances Bretagne) 

Pladennoù

--

Levrioù

--

  
 
Keleier
brezhoneg / galleg
 

Embann a ra Timpani sonennoù evit lez-seniñ Jean Cras
20/04/2010 [lire la suite]

Sonadeg sonaozourien Breizh e Gwidel d'an 22 a viz Genver 2010
04/11/2009 [lenn]

2 bladenn nevez da zizoleiñ
04/11/2009 [lenn]

Mare 2009-2010 laz-seniñ Breizh ha laz-seniñ Naoned en-linenn
24/06/2009

À Paraître Jean Cras oeuvres de chambre pour violoncelle
07/08/2008 [lenn]

Conférence-concert sur le compositeur Jean Cras
19/05/2008 [lenn]

L'émission "Chantons sous la couette" sur France Musique consacre deux volets à la Bretagne
01/03/2008 [lenn]

[An holl keleier amañ]

 
© www.compositeursbretons.com pep gwir miret strizh, Mikael Bodlore-Penlaez 2008 - Skrivit dimp Steuñv al lec'hienn stumm galleg
Degemer Istor berr Sonaozerien Pladennoù Klaskit war al lec'hienn Selaouit! Liammoù