 Paul Le Flem Paol ar Flemm
Deiziad ha lec'h ganedigezh:
18/03/1881 e Radon
Bro-C'hall
Deiziad ha lec'h marv:
31/07/1984 e Landreger
Breizh (Aodoł-an-Arvor)
E vuhez
Ganet eo bet Paol ar Flemm dan 18 a viz Meurzh 1991 e Radon (Normandi). Emzivad eo abred, ha mont a ra da vevań en e familh a-berzh-tad e Lezardrev (Treger), en un endro vrezhonegerien. Gouestlet e oa da vont da ofiser war vor, ha mont a ra da Skol-verdeiń Brest e 1895. Ret eo dezhań cheńch pal de vuhez avat, dre m'eo gwall wan e weled.
Deskiń a ra ar sonerezh e Brest, ha divizout a ra ober e vicher eus se. Kentelioł a ya da heuliań e Moskov, deskiń a ra rusianeg hag ober a ra anaoudegezh gant bed sonerezh ar vro-hont. Mont a ra er Schola Cantorum ha neuze heuliań kentelioł Vincent d'Indy hag Albert Roussel. De dro e ra kentelioł eno hag Erik Satie a vo skoliad dezhań.
Penn-kor Kanerien Saint-Gervais eo da gentań, a-raok bezań ar rener betek 1939. Klask a ra "divuriań" ar sonerezh. Evit-se e kas da benn ur bern abadennoł radio. Etre 1906 ha 1960 e vo barner sonerezh ivez. Adalek an oad a 15 vloaz en em daol da sonaozań. Ledan eo e dachenn, eus ar sińfoniennoł (peder en holl) betek ar sonatennoł, ha sonerezh-kambr ivez. Goude ar brezel-bed kentań e ra muioc'h war-dro e obererezhioł all. Er bloavezhioł 1930 e sonaoz adarre a-zevri-bev. Aet eo da anaon d'an 31 a viz Gouhere 1984, e Landreger.

Évariste-Vital Luminais, La Fuite du roi Gradlon, 1884, Musée des Beaux-Arts de Quimper |
Stil e sonerezh
Liesseurt-kenań eo doareoł sonaozań Paol ar Flemm. Bevet eo bet gantań treuzfurmadurioł bras an XXvet kantved: eus ar sonerezh steudel d'an daouzeksonelezh. Chom a ra levezonet gant skol c'hall penn kentań ar c'hantved-se avat, daoust ma klask ober gant an amdonegezh war ziwezh e vuhez. Met awenet eo gant Breizh dreist pep tra. Unan eus diazezerien Kevredigezh sonaozourien Breizh eo hag emezelań a ra, war an diwezhat, ouzh bodad arzourien ar Seizh Breur a glask ezteuler doareoł arzel nevez awenet gant Breizh. Awenet eo ar Flemm gant ar c'han hengounel ha klotadań a ra meur a gan (gwerzioł ha sonioł pobl Breizh). Sonaozań a ra war barzhonegoł Max Jacob. An heverkań eus an oberennoł-se eo "hudourez ar mer", ur vojenn lourennek e teir zaolenn. Hag evel Ladmirault e sav un oberenn diwar-benn Breselien.
Oberoù pennañ
 |
Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù |
 |
Orfe hag Euridis, barzhoneg sińfoniek 1899 |
 |
Sińfonienn niv. 1 1906-1908 |
 |
Mouezhioł an donvor 1910-11 |
 |
Faltazienn evit piano ha laz-seniń 1911 |
 |
Kerkado, gourc'horoll en un arvest 1933 |
 |
Follentez Lady Macbeth 1935 |
 |
Liorzhour bras ar Frańs 1942 |
 |
Adagio ha dańs-ront ar boudiged 1943 |
 |
Ar gźriadenn, barzhoneg sińfoniek 1943 |
 |
En eńvor ar vreudeur Lumičre 1955 |
 |
Concertstück, evit biolońs ha klaviaz 1964 |
 |
Sińfonienn niv. 4 1971-1974 |
 |
Oberoù sonerezh kambr |
 |
Concertstück, evit violońs ha piano |
 |
Pavanenn an Dimezell, doare Loeiz XIV, evit 2 violońs, arvoud, gaolviolońs ha gourviolońs 1899 |
 |
Eurvezh pouez, pevarad-kerdin 1902 |
 |
Pezh e la bihanań evit pevarad-kerdin 1903 |
 |
Kuzhioł-heol evit usvoud ha piano 1904 |
 |
Sonatenn evit piano ha violońs 1905 |
 |
Pempad e mi leiań, evit 2 violońs, arvoud, gaolviolońs ha piano 1909 |
 |
Koroll blaz ar c'hozh warnań evit violońs, arvoud, gaolviolońs ha telenn 1909 |
 |
Pezh gorrek evit orglez 1909 |
 |
Dańs blaz ar c'hozh warnań evit telenn 1909 |
 |
Heol loar dindan ar c'hoad evit telenn 1909 |
 |
Heol loar dindan ar c'hoad, doare evit fleüt, violońs, arvoud, gaolviolońs ha telenn 1952 |
 |
Oberoù piano ha kanaouennoù |
 |
Evit ar re varv evit daouad-piano (pevar dorn) |
 |
Ar gorriganed, valsenn vreizhek evit ar piano 1896 |
 |
Eponine ha Sabinius 1898-99 |
 |
Dre an aodoł & dre al lanneier 1907 |
 |
Dańsoł evit daouad-piano (pevar dorn) 1912 |
 |
Sińfonienn gentań evit daouad-piano (pevar dorn) 1928 |
 |
Oberoù mouezh ha relejiel |
 |
Heol loar evit kan ha laz-seniń |
 |
Skrilh an oaled evit kan ha laz-seniń |
 |
Dishiliad evit kan ha laz-seniń |
 |
Kuzhioł-heol evit kan ha laz-seniń |
 |
Mandolinenn evit kan ha laz-seniń |
 |
Endymion ha Séléné 1902-03 |
 |
Aucassin ha Nicolette 1908 |
 |
Aspedenn evit kan ha laz-seniń 1919 |
 |
Gouel an nevezamzer 1936-37 |
 |
Eostig Sant-Maloł 1938-42 |
 |
Frankizenn ar boudiged 1943 |
 |
Dek kanaouenn-pobl eus Bro-Skos 1952 |
 |
Nav c'hanaouenn eus Breizh 1954 |
 |
Triwec'h kanaouenn-bobl eus Breizh 1955 |
 |
An hini villiget, gwerz skrijus, evit soloerien, kor ha laz-seniń 1966-68 |
Liammoù
Pladennoù
Levrioù
 |
--
|
|