Degemer Sonaozerien Louis-François-Marie Aubert
Sonaozerien

 Louis-François-Marie Aubert  

Deiziad ha lec'h ganedigezh:
19/02/1877 e Sant-Maloù
Breizh (Il-ha-Gwilen)
Deiziad ha lec'h marv:
09/01/1968 e Pariz
Bro-C'hall

E vuhez

D'an 19 a viz C'hwevrer 1877 eo bet ganet Louis Aubert, er memes bloaz ha Paol Ladmirault, ur sonaozour brudet all eus Breizh. Pa oa bihan, e vouezh soprano a ra d’e dud lakaat anezhañ d’ober studioù sonerezh. Eus Sant-Maloù, kêr ar gourserien, ez a Louis Aubert da skol sonerezh Pariz pa oa 11 vloaz. Kanañ a rae ar Pie Jesus eus Requiem Fauré pa oa bet kanet evit wech kentañ en iliz ar Vadalen e Pariz. Gant ar sonaozour-se eo en deus desket skrivañ sonerezh ha sonaozañ. Brudet eo ivez Louis Aubert evel ur sonaozour dibar. Awenet bras eo bet gant ar broioù estren, evel e genvroad Jean Cras. Kavout a ra e awen e Bro-Spagn pe e Bro-Vask, pe e broioù pelloc'h evit ar broioù arab pe broioù Azia. Gouvezet en deus lakaat asambles ar sonerezh klasel hag ar jazz, gant pezhioù diabar evel "Sinema" el lec'h ma ra dave da zaou benn-bras eus ar skrammoù: Chaplin ha Disney. Enoret e oa gant an akademioù sonerezh eus e vare pa'z eas d'an Anaon d'an 9 a viz Genver 1968 e Pariz.


Jules-Achille Noël, Étude de paysages côtiers de Bretagne, 1859, Musée des Beaux-Arts de Quimper

Stil e sonerezh

Hervez ar vuzikologourien eo merket oberenn Louis Aubert gant levezon tri sonaozour meur: Fauré, Ravel ha Debussy. Louis Aubert, p’edo o chom er Vro-Vask, bro Maurice Ravel a oa en em gavet gantañ hag a blije dezhañ kenañ e sonerezh, a reas anaouegezh eno gant sonerezh ar c'heisteiz (Habanera, Ar ganaouenn gozh eus Bro-Spagn, An nozvezh vaour...). N'eus ket anezhañ ur sonaozour-skouer eus Breizh. Er c’hontrol d'e genseurted eus Breizh (ar Flemm, Ladmirault pe Roparzh...), n'en deus ket klasket awen e Breizh, pe ken nebeut. Marteze e opera "Ar c'hoad glas" el lec'h ma c'haller damverzout koadeg Bresilien a-wechoù. Diazezet eo an istor marzhus-mañ war penndudennoù Charles Perrault. Sonet e oa bet evit ar wech kentañ e Boston e 1911, ha berzh a reas en degouezh-se. Tapet kaer eo Breizh avat en e bezh pennañ "Bez Chateaubriand". Eus e gornig-bro a oa ar skrivagner brudet. Un danvez awen dibar eo bet ar mor evit oberennoù ar sonaozour-mañ a oa eus Sant-Maloù.

Oberoù pennañ

Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù
Enrollet war CD Elena ar gaer, gourc'horoll 
Enrollet war CD Noz ar c'horiganned, gourc'horoll 
Enrollet war CD Dryade, taolenn siñfoniek 
Enrollet war CD Follenigoù a skeudennoù, pemp pezh bugelek 
Enrollet war CD Bez Chateaubriand 
Enrollet war CD Ofrant 
Enrollet war CD Roudoù 
Enrollet war CD Sinema, teir daolenn siñfoniek 
Enrollet war CD Faltazienn evit piano ha laz-seniñ 
Enrollet war CD Ar c'hoad glas 1904
Enrollet war CD C'hwec'h barzhoneg arabek, evit mouez ha laz-seniñ 1917
Enrollet war CD Habanera 1919

Oberoù sonerezh kambr
Enrollet war CD Madrigal evil fleüt e-unan 
Enrollet war CD Heuliad berr evit daou piano 
Enrollet war CD Sonatenn evit violoñs ha piano 

Oberoù piano ha kanaouennoù
Enrollet war CD Aquamarine 
Enrollet war CD En eñvor da Fauré 
Enrollet war CD C'hwec'h barzhoneg arabek 
Enrollet war CD Teneridigezh 
Enrollet war CD Ar bedenn fall 
Enrollet war CD Kanaouenn da luskellat ar martolod 
Enrollet war CD Kanaouenn da luskellat 
Enrollet war CD Ceylan 
Enrollet war CD Teir ganaouenn hebraik 
Enrollet war CD An noz maour 
Enrollet war CD Ar ganaouenn gozh eus Bro-Spagn 
Enrollet war CD Er vro 

Oberoù mouezh ha relejiel
Enrollet war CD Ar mareoù-bloaz 

Liammoù

Aubert, Louis (Musica et Memoria) 
Aubert, Louis (Resonances Bretagne) 
Aubert, Louis (Wikipedia galleg) 

Pladennoù

Œuvres orchestrales (Offrande, Cinéma, Dryade, Feuille d'images, Tombeau de Chateaubriand)

Levrioù

--

  
 
Keleier
brezhoneg / galleg
 

Embann a ra Timpani sonennoù evit lez-seniñ Jean Cras
20/04/2010 [lire la suite]

Sonadeg sonaozourien Breizh e Gwidel d'an 22 a viz Genver 2010
04/11/2009 [lenn]

2 bladenn nevez da zizoleiñ
04/11/2009 [lenn]

Mare 2009-2010 laz-seniñ Breizh ha laz-seniñ Naoned en-linenn
24/06/2009

À Paraître Jean Cras oeuvres de chambre pour violoncelle
07/08/2008 [lenn]

Conférence-concert sur le compositeur Jean Cras
19/05/2008 [lenn]

L'émission "Chantons sous la couette" sur France Musique consacre deux volets à la Bretagne
01/03/2008 [lenn]

[An holl keleier amañ]

 
© www.compositeursbretons.com pep gwir miret strizh, Mikael Bodlore-Penlaez 2008 - Skrivit dimp Steuñv al lec'hienn stumm galleg
Degemer Istor berr Sonaozerien Pladennoù Klaskit war al lec'hienn Selaouit! Liammoù