Deiziad ha lec'h ganedigezh:
03/11/1919 e Pondi Breizh (Mor-Bihan) Deiziad ha lec'h marv:
30/04/1967 e Douarnenez Breizh (Penn-ar-Bed)
E vuhez
Ganet eo bet Jef ar Penven e Pondivi (pe Pondi) d'an 3 a viz Du 1919. Ur sonaozer a oa anezhañ hag ivez ur penn-klaviaz. Ren en deus bet graet Laz-seniñ Breizh diwar ar bloaz 1940.
Anavezet eo dreist-holl gant e gempennadurioù barzhonegoù. "Me 'zo ganet e-kreiz ar mor" bet skrivet gant Yann-Bêr Kalloc'h a zo unan eus e draoù brudetañ. Adkemeret eo bet gant arzourien al lanvad keltiek evel Alan Stivell ha Gilles Servat. Gantañ ivez ez eus bet savet pezhioù sonerezh siñfoniel evel Kanadenn Penn ar Bed pe c'hoazh Siñfonienn ar Mor-Bihan. Brud en deus tapet gant an traoù-se.
Darempredoù stank en devoa gant sonaozourien e amzer. Tro en deus bet da lakaat sonerezh hengounel Breizh da vezañ anavezet dre e oberennoù. Aet eo d'an anaon e Douarnenez d'an 30 a viz Ebrel 1967.
Charles Filiger, Paysage du Pouldu, 1802, Musée des Beaux-Arts de Quimper
Stil e sonerezh
Gouestlet en deus Jef ar Penven e vuhez da Vreizh ha d'he sonerezh. Kement tra en e oberenn a denn dezhi: ar c'hanennoù, an dañsoù, ar pezhioù orglez pe ar sonerezh siñfoniel.