 Joseph-Guy Ropartz Gi Roparzh
Deiziad ha lec'h ganedigezh:
15/06/1864 e Gwengamp
Breizh (Aodoù-an-Arvor)
Deiziad ha lec'h marv:
22/11/1955 e Sant-Loup
Breizh (Aodoù-an-Arvor)
E vuhez
Ganet eo bet Joseph-Guy Ropartz (Gi Roparzh) e Gwengamp d'ar 15 a viz 1864. En ur familh en hec'h aez ha desket eo bet savet. Studioù a ra war ar Gwir e Pariz, bountet moarvat gant e dad hag a oa alvokad. War ar memes tro e heuilh kentelioù e skol-sonerezh Pariz. En em reiñ a ra da sonaozañ pa oa a-boan triwec'h vloaz o lakaat e pleustr ar pezh en doa desket. War ar memes tro e skriv danevelloù ha barzhonegoù.
Studiañ a ra gant Jules Massenet ha César Franck, hemañ diwezhañ a vo unan eus e zaveoù. Er bloaz 1894 e teu da vezañ rener skol-sonerezh Nancy ha hini Strasbourg da c'houde er bloaz 1919. Da Sant-Loup e teu war e leve diwar ar bloaz 1929, en un ti bras a oa perc'hennet gant ar familh. Eno ez a d'an anaon d'an 22 a viz Du 1955.

Wilhelm List, L'Offrande, 1900, Musée des Beaux-Arts de Quimper |
Stil e sonerezh
Daoust dezhañ bezañ o vevañ pell diouzh Breizh e chom stag-mat outi dre e sonaozadurioù hag ivez e obererezhioù. Dave d'e vro c'henidik 'zo gant kalz eus e sonaozadurioù, ha dodennoù hengounel a vez silet en e sonerezh. "Pesketaer an Island", e opera "Ar vro", e siñfonienn gentañ gant ur c'horal brezhon a zo skouerioù eus an dra-se. Testennoù sonaozadennoù all a zo tennet diouzh oberoù barzhed Breizh an amzer-hont: Anatol ar Braz, Charlez ar Govig. Daoust d'ar rakvarnioù a vager n'eus ket livioù brezhon hepken gant e oberenn. Awenet ha bevaet eo e sonerezh da heul aozadennoù Debussy ha sonaozourien all eus e vare.
Tri lajad a zo gant e oberenn end-eeun: da gentañ e oa levezonet kaer gant e vestr César Franck, digantañ e kemer e araezadoù korek. Goude e kav ur pleusk personeloc'h. War ziwezh e vuhez e sav aozadennoù relijiel a ziskouez e oa kreñv e feiz kristen.
Oberoù pennañ
 |
Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù |
 |
Sul e Breizh, heuliad e peder lodenn 1893 |
 |
Siñfonienn niv. 1 (war ur c'hantik eus Breizh) 1894 |
 |
Faltazienn e re muiañ 1897 |
 |
Chase ar priñs Arzhur 1911-12 |
 |
Da Vari o kousket 1911-12 |
 |
Rapsodienn evit gaolvioloñs ha klaviaz 1928 |
 |
Selinadenn ar maezioù 1932 |
 |
Siñfoniennig e mi bouc'h muiañ 1943 |
 |
Oberoù sonerezh kambr |
 |
Faltazienn verr war anv Magnard evit pevarad-kerdin |
 |
Pevarad-kerdin niv. 1 1893 |
 |
Sonatenn evit gaolvioloñs ha piano niv. 1 1904 |
 |
Sonatenn evit violoñs ha piano niv. 1 1907 |
 |
Pevarad-kerdin niv. 2 1913 |
 |
Sonatenn evit violoñs ha piano niv. 2 1917 |
 |
Triad e la leiañ evit violoñs, gaolvioloñs ha piano 1918 |
 |
Sonatenn evit gaolvioloñs ha piano niv. 2 1918-19 |
 |
Daou pezh evit pempad 1924 |
 |
Pevarad-kerdin niv. 3 1926 |
 |
Sonatenn evit violoñs ha piano niv. 3 1927 |
 |
Rakkerz, Merdeerezh ha kan evit fleüt, violoñs, arvoud, gaolvioloñs ha telenn 1928 |
 |
Triad e la leiañ evit violoñs, arvoud ha gaolvioloñs 1934-35 |
 |
Pevarad-kerdin niv. 4 1936 |
 |
Pevarad-kerdin niv. 5 1947 |
 |
Pevarad-kerdin niv. 6 1951 |
 |
Oberoù piano ha kanaouennoù |
 |
Digorenn, argemmoù ha diwezhenn 1904 |
 |
Sonerezhioù al liorzh 1916-17 |
 |
Brastresoù an diskaramzer 1929 |
 |
Oberoù mouezh ha relejiel |
 |
Rondo evit un den dilezet eus s'Amye |
 |
Nezerezed Breizh, evit kor mouezhioù maouezed |
 |
Kyrie lidus evit 4 mouezh solo, kor hag orglez 1886 |
 |
Ofertouer Pask, evit orglez e-unan 1889 |
 |
Salm 136 "Super flumina Babylonis", evit kor ha klaviaz 1897 |
 |
Pevar moted evit 4 mouezh kemmesk a cappella 1900 |
 |
Oferenn verr en eñvor Santez Anna, evit teir mouezh kendere hag orglez 1921 |
 |
Oferenn en eñvor Santez Odil, evit kor kemmesk hag orglez 1923 |
 |
Oferenn "Te Deum Laudamus", evit 3 mouezh kemmesk hag orglez 1925-26 |
 |
Requiem, evit soli, kor ha klaviaz 1937-38 |
 |
Salve Regina evit kor kemmesk hag orglez 1941 |
 |
Salm 129 "De profondis", evit solo, kor ha klaviaz 1942 |
Liammoù
Pladennoù
Levrioù
 |
Joseph-Guy Ropartz ou le Pays inaccessible Mathieu Ferey & Benoît Menut Papillon, coll. Mélophiles 2005 ISBN 978-2940310258 |
|